Leçon 21 — Krampouezh Soazig
KENTEL UNAN WARN-UGENT — Leçon vingt-et-un — p.114-117
OBER A RAN KRAMPOUEZH — MONT A RAN D'AR SKOL — GOUZOUT A RAN PELEC'H EMAINT
Faire, aller, savoir
Krampouezh Soazig
Herve ha Soazig.
Herve — Ober a rez krampouezh er gêr Soazig ?
Soazig — Ya, ober a ran alies e-pad ar goañv… Te a ra ivez ?
Herve — Me ne ran ket. Kouignoù a ran a-wechoù, krampouezh avat n'ouzon
ket ober. Ha gant petra e rez krampouezh ?
Soazig — Gant petra ? Gant bleud, vioù ha laezh evel-just.
Herve — Se a ouzon. Met war betra ?
Soazig — A ! War ur billig, evel ma mamm-gozh gwechall.
Goulennoù
Piv a ra krampouezh ? Pegoulz e ra ? Gant petra e ra ? Krampouezh a ra Herve
ivez ? Soubenn a rez-te a-wechoù ? ha kouskous ?
Marc'had ar Sadorn
Alan ha Berc'hed.
Alan — Mont a rez d'ar marc'had d'ar Sadorn, a-wechoù, Berc'hed ?
Berc'hed — N'an ket gwech ebet. Ha te ?
Alan — Me a ya ur wech ar miz… Ha mont a rez d'ar fest-noz alies ?
Berc'hed — Ya 'vat, bep sizhun ez an. Ha te ?
Alan — Me n'an nemet ur wech ar bloaz. Ha c'hoazh !
Goulennoù
Mont a ra Alan d'ar fest-noz alies ? Piv a ya aliesoc'h ? Da belec'h ez a
bep miz ? Pegen alies ez a d'ar fest-noz ? Petra a ra an dud er marc'had ?
hag er festoù-noz ?
Piv a oar bleniañ ?
Herve ha Mona.
Herve — Ac'hanta, Mona, gouzout a rez bleniañ ?
Mona — Abaoe pell zo e ouzon. Perak ?
Herve — Me n'ouzon ket, ha klask a ran unan bennak a oar bleniañ ur
c'harr-samm. Evit sikour Anna da zilojañ eo.
Mona — Opala, ur c'harr-tan a ouzon bleniañ, ur c'harr-samm avat
n'ouzon ket. Goulenn digant ma c'henderv Gwenole 'ta. Hennezh a oar bleniañ
kirri-samm.
Goulennoù
Gouzout a ra Herve bleniañ ? Ha Mona ? Petra a oar Mona bleniañ ? Piv a oar
bleniañ kirri-samm ?
Labour daou-ha-daou
Goulenn ouzh an amezeg : Gouzout a rez neuial ? dañsal an tango ? ober kig
ha fars ? ober stamm ? (hag all).
Gerioù nevez
| Breton | Français |
|---|---|
| abaoe | depuis |
| bep sizhun | toutes les semaines |
| bleniañ | conduire |
| bleud | farine |
| bloaz | an |
| e-pad | pendant |
| evel | comme |
| goañv | hiver |
| goulenn | demander |
| gwechall | autrefois |
| gwech ebet | jamais |
| karr, karr-tan | automobile |
| karr (kirri)-samm | camion(s) |
| klask | chercher |
| miz | mois |
| pell zo | longtemps |
| perak ? | pourquoi ? |
| pillig | poêle à crêpes |
| Sadorn | samedi |
| stamm | tricot |
| ur wech ar miz | une fois par mois |
| unan bennak | quelqu'un |
Soniadouriezh (prononciation)
Distagadur. Liaisons : t[d] : Mont a rit ivez ? Nemet ur wech ; Gouzout
a rez ? — k[g] : Unan bennak a oar. Contraction : gouzout est souvent
contracté en [gu:t].
Taol-mouezh. Avant-dernière syllabe : Sadorn, gouzout, kirri.
Dernière syllabe : evel, e-pad, gwech ebet, gwechall, bennak, karr-samm.
Yezhadur (grammaire)
La conjugaison complète des verbes irréguliers ober, mont, gouzout est
présentée en fin de volume.
1. Les 4 structures de phrases affirmatives. On distingue 4 structures
différentes dans la construction des phrases affirmatives, selon qu'elles
commencent par :
a. par l'infinitif ( + auxiliaire ober conjugué) : Ober a ran kafe
bemdez. Mont a ra mat ganit ? Gouzout a ran petra eo.
b. par le sujet ( + verbe à la 3e personne du singulier invariable) : Me a
ra kouskous a-wechoù. Ni a ya da Vrest alies. Int a oar dañsal mat.
c. par le complément direct (COD) (+ verbe conjugué) : Kouignoù mat a
rit. Dañsal a ouzon.
d. par tout autre complément ou élément (autres compléments, etc.) + verbe
conjugué : ober : Evit piv e rez kafe ? — mont : Gant piv ez it ? —
gouzout : Penaos e oar ?
2. Les particules affirmatives a et e. Devant le verbe affirmatif
on utilise a si le sujet ou le complément d'objet direct précèdent, e
dans les autres cas (ez ou ec'h devant voyelle).
3. Le verbe ober. Déjà vu comme auxiliaire des verbes réguliers ou
irréguliers, sauf bezañ et kaout. Ses terminaisons au présent sont
régulières, mais pas son radical. Ober a ra chistr mat.
4. Irrégularités. Le verbe mont a les mêmes irrégularités que le
verbe ober. Ne reomp ket trouz. N'eomp ket da Vrest alies.
5. Le verbe gouzout. Sauf aux 3e personnes, a les mêmes terminaisons
que bezañ. N'oc'h ket skuizh. N'ouzoc'h ket petra ober. Dans plusieurs
régions, il est aussi conjugué comme un verbe régulier, le radical étant
variable : Ne oaran ket. Ne ouezez ket. Ne ouiomp ket…
6. Les pluriels. Les mots qui font leur pluriel en -i voient
généralement la voyelle précédente se transformer également en i. Karr,
kirri. Mestr, mistri. Bag, bigi.
Tableau — l'imparfait des verbes irréguliers (D'ar Sadorn 26 a viz Gwengolo 2026)
ober : (g)ra + en/es/e/emp/ec'h/ent → raen, raes, rae, raemp, raec'h,
raent.
mont : a + en/es/e/emp/ec'h/ent → aen, aes, ae, aemp, aec'h, aent.
bezañ : e + oan/oas/oa/oamp/oac'h/oant → e oan, e oas, e oa, e oamp, e
oac'h, e oant.
Tableau — notes du jour (D'ar Sadorn 26 a viz Gwengolo 2026)
Hiziv, dec'h, warc'hoazh. Warc'hoazh ez in da c'houel an amann e Sant
Herbod. Sonerien ha korolerien, artisaned hag all hag all a vo. Graet gant
dorn ha bara ivez da brenañ war lec'h.
Pelec'h emañ ma alc'hwezhioù ? E ma godell emaint. E da c'hodell ez eus un
toul. Setu perak int kollet.
(situation, prix) : Pegement arc'hant a zo er c'hef ? Daou euro
warn-ugent. Pegement eo an dra-se ? Naontek euro ha tri-ugent. Pegement e
koust an dra-mañ ? Pevar euro ha tregont.
(deux structures pour le même sens — adjectif) : Fur on. Fur out. Fur
eo. Fur omp. Fur oc'h. Fur int. — Me a zo fur. Te a zo fur.
(à compléter : eñ / hi / ni / c'hwi / int a zo fur)
Skuizh e vezan. Skuizh e vezez. Skuizh e vez. Skuizh e vezomp. Skuizh e
vezit. Skuizh e vezont. — Me a vez skuizh. Te a vez skuizh.
(à compléter : eñ / hi a vez skuizh)
Amañ emaon. Emaout. Emañ. Emaomp. Emaoc'h. Emaint. — Me a zo amañ. Te a zo
amañ. (à compléter : en / hi / ni / c'hwi / int a zo amañ)
(indéfini) : Hiziv ez eus heol. Amañ ez eus ur wastell. — Heol a zo
amañ. Ur wastell a zo amañ.
Pet eur eo ? Teir eur eo. Teir c'hador a zo. Tri vi a zo. Pet den a zo ?
Tri den bras a zo.
(vocabulaire) : e kêr / er gêr. An ti / an ti-kêr. Da bep lec'h. Lec'h
c'hoari. [?]