Leçon 19 — Petra a ra Yann bemdez ?
KENTEL NAONTEK — Leçon dix-neuf — p.105-107
SKRIVAGNER, KELENNER, BEAJOUR…
Petra a ra Yann bemdez ? — Que fait Yann tous les jours ?
Emañ Erwan Penneg, kazetenner F3 Breizh, oc'h ober ur pennad-kaoz gant ar
skrivagner brezhonek Yann Kerlagad e Brest.
Erwan — Labourat a rit kalz ?
Yann — Ya 'vat, labourat a ran kalz bemdez. Kelenn a ran er Skol-Veur, ha
studiañ a ran kalz : lenn a ran e pep lec'h, er gêr, er bus, en ostaleri. Ne
ran nemet labourat.
Erwan — Skrivañ a rit e pep lec'h ivez ?
Yann — Ne ran ket. Ober a ran er gêr hepken.
Erwan — Gwelout a ran… Ha beajiñ a rit kalz ?
Yann — Ya, beajiñ a ran kalz e Breizh, hag er broioù keltiek all un tammig.
Erwan — Mont a rit alies da Amerika ivez ?
Yann — Ne ran ket alies. Mont a ran a-wechoù da Amerika, da Vro-Alamagn, ha
da Vro-Japan ivez.
Erwan — Plijout a ra Bro-Japan deoc'h ?
Yann — Ya, plijout a ra din kalz. Amerika avat ne ra ket.
Goulennoù
- Gant piv emañ Erwan o komz ? Peseurt labour a ra Yann ?
- Labourat a ra kalz ? Skrivañ a ra e pep lec'h ?
- Beajiñ a ra kalz ? Mont a ra alies da Amerika ? da Iwerzhon ? da Aostralia ?
- Plijout a ra Amerika da Yann ?
Gerioù nevez
| Breton | Français |
|---|---|
| alies | souvent |
| a-wechoù | parfois |
| beajiñ | voyager |
| beajour | voyageur |
| bemdez | tous les jours |
| bro*(ioù) | pays |
| Bro-Alamagn | Allemagne |
| Bro-Japan | Japon |
| hepken | seulement |
| kelenn | enseigner |
| keltiek | celtique |
| kentañ | premier |
| lodenn* | [?] — pairing incertain, à vérifier dans le livre |
| ne ran nemet… | je ne fais que… |
| pennad-kaoz | conversation, interview |
| pep lec'h | partout |
| plijout | plaire |
| skrivagner | écrivain |
Yezhadur (grammaire)
1. Ober, un verbe actif ! Le verbe auxiliaire ober, irrégulier, permet de
conjuguer affirmativement tous les verbes (sauf 2 : bezañ et kaout).
Debriñ a ran kig bemdez. Ober a ra labour fall.
2. La négation simple. Pour donner une réponse négative simple à une
question avec l'auxiliaire ober, il suffit de mettre l'auxiliaire à la forme
négative : — Debriñ a rez pesked bemdez ? — Ne ran ket, ne ran ket bemdez. —
Komz a rez galleg a-wechoù ? — Ne ran ket alies.
3. La fréquence. Alies, a-wechoù, bemdez, bep + nom de jour (bep Sul, bep
Lun, bep Meurzh, bep Merc'her, bep Yaou, bep Gwener, bep Sadorn…)
Distagadur : adoucissement t[d] : Labourat a rit, gwelout a ran ; 3
syllabes : alies, keltiek. Taol-mouezh : dernière syllabe : hepken,
nemet.
Poelladennoù (exercices)
III. Répondre aux questions :
1. Lenn a rez ar gazetenn bemdez ? 2. Komz a rez brezhoneg un tammig ? 3.
Selaou a rez ar skingomz a-wechoù ? 4. Debriñ a rez krampouezh bemdez ? 5.
Butuniñ a rez ? 6. Kousket a rez er skol ? 7. Sellout a rez ouzh ar skinwel
alies ? 8. Dañsal a rez mat ? 9. Ober a rez boued fall ? 10. Evañ a rez
chouchenn a-wechoù ? 11. Seniñ a rez ar piano ? 12. Prestañ a rez arc'hant
a-wechoù ? 13. Beajiñ a rez kalz ? 14. Kanañ a rez brav ? 15. Labourat a rez
bemdez ? 16. Paeañ a rez banneoù alies ? 17. Tresañ a rez mat ? 18. Pesketa a
rez a-wechoù ? 19. Lakaat a rez lunedoù alies ? 20. Mont a rez alies da
vourmen ? 21. Lenn a rez kalz ? 22. C'hoari a rez bridj ?
IV. Trouver les questions qui ont obtenu ces réponses :
1. Ya, studiañ a reomp brezhoneg. 2. Ya, komz a rit galleg fall. 3. Ya,
gwelout a ran sklaer. 4. Ya, debriñ a reont kig-ha-fars. 5. Ya, keginañ a rez
fall. 6. Ya, c'hoari a ra tennis ganin. 7. Ya, kompren a reomp gwelloc'h. 8.
Eo, ober a reomp bara. 9. Nann, ne rit ket kalz labour. 10. Eo, ober a rit
trouz.
V. Transformer suivant le modèle : O lenn emañ bremañ… Lenn a ra bemdez.
1. O labourat emañ. 2. O pesketa emaon. 3. O studiañ emaout. 4. O kousket
emañ Yann. 5. O c'hoari emañ Lila hag Enora. 6. O vont e kêr emaomp. 7. O
tañsal emaoc'h. 8. O skaotañ al listri emaint. 9. O walc'hiñ ma blev emaon.
10. O c'hortoz emaint. 11. O vutuniñ emaout. 12. O tiskuizhañ emaon.
Devezh Glad Berrien (tableau — actualité du jour)
HIZIV EO DEVEZH GLAD BERRIEN. PETRA 'VO GRAET ? UR WELADENN DISPLEGET A VO E
TREDUDON DIOUZH AR MINTIN HA GOUDE KREISTEIZ E VO UR MARC'HAD E LEC'H CHAPEL
SANT BARBE. LABORIOÙ ADRESADUR A OA BET AOZET MET N'INT KET ECHUET, MANKOUT A
RA AN DOENN C'HOAZH. RET EO DASTUM KALZ ARC'HANT EUS AR RANNVRO, AN
DEPARTAMANT, AR STAD, AN TI-KÊR, PEOGWIR EMAÑ UN DISKOUEZADEG FOTOIOÙ. TI-EVAÑ
GANT CHISTR HA KRAMPOUEZH A VO KINNIGET EVIT AR GEVREDIGEZH.
(ajout en bleu, informel — [?] sens à confirmer) : DAV EO MAT BEVAÑ : N'EMAOMP
KET KEN. A C'HORTOZ UR BERN EUROIOÙ E-PAD AN TREGONT BLOAVEZH (STEPHANE!)
GLORIUS
Vocabulaire et notes de conjugaison (tableau)
Verbes (radical / formes) : gwelout (voir) — gwel — gwelet ; digeriñ (ouvrir) /
serriñ (fermer) ; enaouiñ / enaou / enaouet [?] (allumer) ; evañ (boire) —
ev — evit.
Conjugaison de l'auxiliaire ober (avec pronoms) : ober, rez, a ra, reomp,
rit, reont — gallout a ran (je peux). Prépositions : da = à ; gant =
avec.
Gallout a ran skrivañ war an daolenn. [?] … un nor, mar plij / digor an nor.
Fenoz, gavotenn-noz e Poullaouen, Koni a zo o vont da zañsal betek 11eur, met
ne ganan ket. Gwelet 'vo ; beaj vat dit.
Demat dit (bonjour à toi) — Trugarez dit (merci à toi) — Kenavo dit (au revoir
à toi) — Mont a ra mat ganit (ça va bien pour toi)