Leçon 20 — Ne gomz ket mat
Brezhoneg
KENTEL UGENT — Leçon vingt — p.109
NE GOMZ KET MAT
Il ne parle pas bien
Erwan — Komz a rit kalz yezhoù ?
Yann — Ne ran ket. Komz a ran kembraeg hag iwerzhoneg mat a-walc'h, saozneg
hag alamaneg un tammig, ha mat pell zo. Lenn a ran spagnoleg ivez, met ne gomzan
ket mat. Kompren a ran italianeg un tammig.
Erwan — Met gallout a rit komz galleg ivez !
Yann — Gallout a ran, marteze, met ne ran ket alies. Ha n'hallan ket skrivañ
mat. Ober a ran kalz fazioù, n'ouzon ket perak.
Erwan — Plijout a ra ar sportoù deoc'h ?
Yann — Ne reont ket. Ne blijont ket din tamm ebet. Re skuizhus int. Kavout a
ran gwelloc'h c'hoari 'r c'hartoù eget c'hoari mell-droad, se zo sur !
Erwan — Kanañ a rit mat ivez, a-hervez ?
Yann — Ne ran ket. Ne ganan ket ha ne zañsan ket ken. Butuniñ a ran kalz,
kalz re. Gouzout a ran n'eo ket mat evit ma yec'hed, met n'hallan ket mirout.
N'eus ket sigaretennoù ganeoc'h, mar plij ? Goullo eo ar pakad-mañ dija.
Erwan — Ma digarezit, Aotrou Kerlagad, met ne vutunañ ket ken.
Français
KENTEL UGENT — Leçon vingt — p.109
NE GOMZ KET MAT
Il ne parle pas bien
Erwan — Parlez-vous beaucoup de langues ?
Yann — Non. Je parle assez bien le gallois et l'irlandais, un peu l'anglais
et l'allemand, et il y a longtemps. Je lis aussi l'espagnol, mais je ne le parle
pas bien. Je comprends un peu l'italien.
Erwan — Mais vous savez parler français aussi !
Yann — Je sais, peut-être, mais je ne le fais pas souvent. Et je ne sais pas
bien l'écrire. Je fais beaucoup de fautes, je ne sais pas pourquoi.
Erwan — Les sports vous plaisent ?
Yann — Non. Ils ne me plaisent pas du tout. Ils sont trop fatigants. Je trouve
qu'il vaut mieux jouer aux cartes que jouer au football, ça c'est sûr !
Erwan — Vous chantez bien aussi, paraît-il ?
Yann — Non. Je ne chante plus et je ne danse plus. Je fume beaucoup, beaucoup
trop. Je sais que ce n'est pas bon pour ma santé, mais je ne peux pas m'en
empêcher. Vous n'auriez pas de cigarettes, s'il vous plaît ? Mon paquet est déjà
vide.
Erwan — Excusez-moi, Monsieur Kerlagad, mais je ne fume plus.